Juana Inés de la Cruz
Juana Inés de la Cruz | |
---|---|
![]() Poltred gant Miguel Cabrera, war-dro 1750 | |
Anv ofisiel | Juana Inés de Asbaje y Ramírez de Santillana |
Obererezh | barzhonegoù, dramoù |
Ganedigezh | 12 a viz Du 1641 e San Miguel Nepantla (Spagn Nevez) |
Marv | 17 a viz Ebrel 1695) e Tepetlixpa (Spagn Nevez) |
Yezh skrivañ | spagnoleg |
kemmañ ![]() |
Juana Inés de Asbaje y Ramírez de Santillana, anavezetoc'h evel Sor (seurez) Juana Inés de la Cruz (San Miguel Nepantla (Mec'hiko[1]), ganet d'an 12 a viz Du 1641 e Tepetlixpa (Mec'hiko) ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 1695), a oa ul leanez ha skrivagnerez spagnolek eus Spagn Nevez hag eus Siglo de Oro al lennegezh spagnolek. Skrivañ a reas barzhoniezh, komz-plaen, c'hoariva.
Lesanvet e voe "el Fénix de América", "la Décima Musa" ha "la Décima Musa mexicana".
He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arvar zo diwar-benn pegoulz e oa ganet, 1641 pe 1647-1648, hervez ur marilh badeziant kavet e Chimalhuacán en {{XXvet kantved]], pe 1651 hervez buhezskrid ar Jezuist Diego Calleja. E 1657 ez eas da chom da Ciudad de México, da di an tiegezh Mata.
Abred e teskas lenn ha skrivañ.
Ur priz a c'hounezas gant ur meulgan d'ar Santísimo Sacramento.
E 1658 e voe ganet he lezc'hoar, ha bloaz goude e stagas da studiañ latin gant ar c'hloareg Martín de Olivas.
E 1664 e voe kemeret da servij ar vesrouanez Leonor de Carreto, pried da 25vet besroue Spagn Nevez, Antonio de Toledo y Salazar, markiz Mancera. E 1666 e reas anaoudegezh gant Antonio Núñez de Miranda, a voe he c'hofesaer, ha bloaz goude e kemeras ar ouel en Urzh leanezed ar Menez Karmel.
E 1668 e voe broudet gant Antonio Núñez de Miranda da gemer ar ouel en ur gouent. E 1669 neuze ez eas da gouent San Jerónimo. Paeroniet e oa gant ar besrouaned, an arc'heskob-besroue Payo Enríquez de Rivera, markizien Laguna de Camero Viejo, besrouaned ivez, ha ganto e voe embannet div levrenn gent hec'h oberoù e Spagn gozh.
E 1693 e paouezas da skrivañ. Mervel a eure d'ar 17 a viz Ebrel 1695 gant ur c'hleñved-red.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dario Puccini, Sor Juana Ines de la Cruz, Edizioni dell'ateneo, 1967.
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ E Spagn Nevez er mare-se.