Janed Aostria (1535-1573)
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn, Rouantelezh Portugal |
Anv e yezh-vamm an den | Juana de Austria |
Anv ganedigezh | Joana d'Habsburg i de Portugal |
Anv-bihan | Juana |
Titl noblañs | Archduchess, Infante of Spain |
Deiziad ganedigezh | 24 Mez 1535 |
Lec'h ganedigezh | Madrid |
Deiziad ar marv | 7 Gwe 1573 |
Lec'h ar marv | Royal Monastery of San Lorenzo de El Escorial |
Lec'h douaridigezh | Funerary chapel of Joanna of Austria, Princess of Portugal |
Tad | Karl V an Impalaeriezh Santel |
Mamm | Izabel Portugal |
Pried | João Portugal |
Bugel | Sebastião Iañ |
Familh | Tiegezh Habsburg |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
Micher | politiker |
Karg | Rejañs |
Relijion | Katoligiezh |
Urzh relijiel | Kompagnunezh Jezuz |
Deskrivet dre | Q27981157 |
Janed Aostria, pe Juana de Austria (pe Habsburgo) e spagnoleg, (Madrid, 24 a viz Mezheven 1535 - Manati El Escorial, 7 a viz Gwengolo 1573) a oa ur briñsez spagnol, merc'h da Karl V ha d'e bried Izabel Portugal, infantez Spagn hag arc'hdugez Aostria.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1552 e timezas d'he c'henderv João Manuel, priñs Portugal. Daou vloaz a boan goude e varvas he fried diganti, ha hi dougerez. Triwec'h deiz goude marv João Manuel, d'an 2 a viz Genver 1554, e c'hanas o mab Sebastião, a voe Roue Portugal .
Intañvez e oa da 19 vloaz. Goulenn a reas bout rejantez evit he mab. Bec'h a savas etrezi hag he mamm-gaer, Catalina de Austria, a oa moereb dezhi ivez, ha na felle ket dezhi leuskel he merc'h-kaer Juana da ren e Portugal. Goulennet e voe ali Karl V, a oa roue Spagn hag Impalaer santel war un dro, breur d'an eil ha tad d'eben. Hag eñ mont a du gant e c'hoar.
En em dennañ a reas Juana neuze da gêrig Tordesillas, en Kastilha. Gouarn Spagn a reas koulskoude pa edo he breur, ar roue Fulup II, o veajiñ etre Bro-Saoz ha Flandrez, etre 1554 ha 1559.
Jezuitez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Araok intañveziñ e oa e darempred gant Francisco de Borja, ur jezuist hag en devoa aozet devezhioù retred ha prederiañ evit maouezed al lez. Goude marv he fried e tommas muioc'h c'hoazh ouzh ar vuhez speredel, ha Borgia e oa hec'h ambrouger speredel.
Goulenn a reas bezañ degemeret e Kompagnunezh Jezuz. Nec'het e oa Ignacio de Loyola: nac'h he goulenn ouzh merc'h an impalaer kozh ha c'hoar ar roue yaouank, pe degemer ur vaouez? Hag eñ, e miz Here 1554, da sevel ur bodad-studi, ennañ pemp beleg karget da studiañ afer.
A-du gant ar c'houlennerez ez eas ar bodad. Ignacio de Loyola a gasas ar c'heloù dezhi[1], ha Juana a lavaras he gouestloù relijiel a leanez.
Ne vevas ket en ur gumuniezh jezuit gwech ebet, met bevañ treut a reas, ma klemme tud al lez alies e oa deuet ar palez da vout evel ur gouent.
Juana de Austria eo ar vaouez nemeti he deus bevet hag a zo marvet (d'ar 7 a viz Gwengolo 1573) evel jezuitez.
-
Sant Ignacio de Loyola, diazezour urzh ar jezuited, mignon da Juana de Austria.
(Livour dizanv, XVIvet kantved)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ En ul lizher eus an 3 a viz Genver 1555. 'Mateo Sanchez' eo an anv roet da Juana Aostria el lizher: un anv-kuzh a oa implijet abalamour da zoare politikel an afer.