Juan Guaidó

Eus Wikipedia
Juan Guaidó gant e wreg Fabiana hag e verc'h, Miranda, e 2019

Juan Gerardo Guaidó Márquez, ganet d'an 28 a viz Ebrel 1983, zo un ijinour ha politikour venezuelat. Prezidant ar vodadeg vroadel eus Venezuela eo abaoe ar 5 a viz Genver 2019. Ezel eo eus ar strollad Voluntad Popular (VP) eus an tu kreiz sokial-demokrat. Kannad kevredadel eo ivez er Vodadeg Vroadel, evit stad Vargas.

D'an 23 a viz Genver 2019, Guaidó en devoa embannet en un doare foran e oa ar prezidant da c'hortoz eus Venezuela. Kadoridigezh ar prezidant Nicolás Maduro e penn kentañ miz Genver a oa bet nac'het gant ar Vodadeg Vroadel, ar pezh a dalvez eviti ez eo goullo ar post. Hervez Bonreizh Venezuela, ma vez goullo ar post a brezidant ar Republik ez eo neuze prezidant ar Vodadeg Vroadel a zeu da vezañ prezidant da c'hortoz betek ma vo dalc'het votadegoù nevez.