Mont d’an endalc’had

Josep Irla

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Josep Irla i Bosch)

Josep Irla i Bosch (distaget ʒuˈzɛp ˈirɫə j ˈβɔsk e katalaneg) (24 Here 1874 – 19 Gwengolo 1958) a oa ur politiker katalan. Prezidant ar Generalitat de Catalunya eo bet.

Sevel a reas un embregerezh lij. Hag eñ unan eus pennoù bras an emsav republikan katalan e proviñs Gironae, e voe dilennet da vaer en e gumun, Sant Feliu de Guíxols, e 1909. Dilennet e voe da gannad, e 1911, e Bodadenn ar Mancommunitat de Catalunya. Pa voe savet ar Republik e Spagn e voe e-touez ar re a grouas Esquerra Republicana de Catalunya, ha dilennet e voe da gannad en anv ar gostezenn-se e Parlamant Katalonia hag e Kendalc'h Spagn e 1932.

Dilennet e voe da brezidant Parlamant Katalonia e 1938, hag an hini diwezhañ e voe er post-se a-raok dibenn Brezel diabarzh Spagn hag a-raok ma voe lakaet un termen da emrenerezh Katalonia gant Francisco Franco. E miz Genver 1939 ez eas d'an harlu da Vro-C'hall. Pa voe harzet Lluís Companys e miz Here 1940 e teuas da vezañ prezidant ar Generalitat en harlu hag envel a reas Josep Tarradellas da g-Conseller en Cap ("kuzulier kentañ", da lavaret eo "ministr kentañ"). Reiñ a reas e zilez eus e bost e 1954 ha mervel a reas d'an 19 a viz Gwengolo 1958 e Saint-Raphaël, en departamant Var.

E 1981 e voe kaset e relegoù da Sant Feliu de Guíxols, ma oa bet ganet, ha beziet e voe en-dro gant ul lid bras.