Mont d’an endalc’had

John Frederick Kensett

Eus Wikipedia
John Frederick Kensett
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet Kemmañ
Anv-bihanJohn Frederick Kemmañ
Anv-familhKensett Kemmañ
Deiziad ganedigezh22 Meu 1816 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCheshire Kemmañ
Deiziad ar marv14 Kzu 1872 Kemmañ
Lec'h ar marvNew York Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhGreen-Wood Cemetery Kemmañ
KarAlfred Daggett Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherlivour Kemmañ
Bet war ar studi eCheshire Academy Kemmañ
Oberenn heverkOverlooking the River From the Cliffs Kemmañ
Diellaouet gantFrick Collection and Frick Art Research Library Archives Kemmañ
LuskadHudson River School Kemmañ
Tachennmarine art, landscape painting Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Teuliad arzour eSmithsonian American Art and Portrait Gallery Library, Frick Art Research Library Kemmañ

John Frederick Kensett (Cheshire, Connecticut, 22 a viz Meurzh 1816New York, 14 a viz Kerzu 1872) a oa ul livour hag un engravour stadunanat, ezel eus eil remziad an Hudson River School.

Ur gweledvaour e oa dreist-holl, a lakae gouleier dremmvroioù Stad New York ha Bro-Saoz Nevez war al lien e doare al Luminism[1].

En deroù e voe levezonet J. F. Kensett gant taolennoù Thomas Cole, met abred e kavas gwell ober gant livioù yenoc'h ha diskouez dremmvroioù na oant ket ken arvestek koulz dre o livioù hag o c'henaoz[2].

Ganet e voe J. F. Kensett d'an 22 a viz Meurzh 1816 e Cheshire, Connecticut, en un tiegezh enbroidi a Vro-Saoz. Eno e voe skoliataet er Cheshire Academy, ur skol-lojañ. An engravañ a zeskas digant e dad Thomas Kensett, ha diwezhatoc'h digant e eontr Alfred Daggett. Goude-se e voe engravour e New Haven, e Connecticut bepred, betek 1838 kent mont da engravour bilhedoù-bank e New York.

Er bloaz 1840 ec'h eas J. F. Kensett da Europa a-gevret gant Asher Durand ha John William Casilear evit studiañ livouriezh ar Bed Kozh. Eno e kejas ouzh al livour ha maendresour stadunanat Benjamin Champney (1817-1907) ; a-gevret e veajjont dre Europa evit tresañ ha livañ. Er mare-se e kavas Kensett e plije dezhañ labour gweledvaourion izelvroat ar XVIIvet kantved, Rembrandt en o zouez. E 1847 e tistroas an daou geneil da Stadoù-Unanet Amerika.

Kalz e veajas J. F. Kensett goude en devout staliet e studio e New York : e gwalarn SUA, e Colorado, ha meur a wech en Europa a-nevez.

Brud al livour a zeuas dreist-holl dre an dremmvroioù a livas e gwalarn ha biz Stad New York hag e Bro-Saoz Nevez ; morlivadennoù a reas ivez e Bro-Saoz Nevez ha war aodoù New Jersey ha Long Island. Abalamour d'an taolennoù-se e voe lakaet da ezel eus eil remziad al luskad Hudson River School, al Luminists, a live a-daolioù barr-livañ skañv, peuzdiwelus, evit deouezañ ar gouleier naturel.

E 1848 e voe dilennet da geneil an National Academy of Design (NAD) e New York ; bloaz goude e voe dilennet da ezel.

E bloaz 1851 e livas un daolenn vras, Mount Washington from the Valley of Conway (1,026 x 1,534 metr), a voe prenet gant an American Art Union ; un engravadur a voe graet gant ar Skosad James Smillie (un ezel eus an NAD) ha kaset da 13 000 koumananter an Art Union en SUA a-bezh. Livourien all a aozas taolennoù diwar an engravadur-se moullet war baper. Ur skeudenn damheñvel a voe embannet e deroù ar bloavezhioù 1860. Ker brudet e oa taolenn J. F. Kensett ma roas lañs d'an touristerezh e White Mountains New Hampshire.

A-nebeudoù e kemmas dorn J. F. Kensett, eus doare an Hudson River School er bloavezhioù 1850 da Luminism ar bloavezhioù 1870, ar mare ma livas e daolennoù bravañ, evel Eaton's Neck, Long Island (1872).

Brudet-bras ha pinvidik e voe al livour a-hed e vuhez, ken e troas da vesen arzourien hag arzourezed all. Ouzhpenn da vout ezel eus an NDA e voe diazezer ha kadoriad an Artists' Fund Society e New York, a badas eus 1859 da 1946. Unan eus diazezerion ar Metropolitan Museum of Art (MET) e New York e 1870 e voe ivez.

E 1872 e klaskas saveteiñ gwreg ur mignon dezhañ, Mary Lydia Hancok Colyer, a oa o veuziñ e Long Island Sound ; en abeg d'an darvoudenn-se marteze e tapas ur skeventfo, ar pezh a zegasas un taol-kalon a lazhas an arzour d'ar 14 a viz Kerzu 1872, d'an oad a 56 vloaz. Beziet e voe e bered Green-Wood e Brooklyn[3]

Taolennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Driscoll, John Paul & Howar, John K.. John Frederick Kensett, An American Master. New York : W. W. Norton & Company, 1985 (ISBN 978-0-393-01934-6)
  • (en) Wilton, Andrew & Barringer, Tim. American Sublime – Landscape Painting in the United States 1820-1880. Princeton : Princeton University Press, 2002 (ISBN 978-0-691-09670-4)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Wilmerding, John. American Light – The Luminist Movement, 1850-1875. Princeton : Princeton University Press, 1989 (ISBN 978-0-691-00280-4)
  2. Wilton, & Barringer op. cit., p. 25
  3. (en) (fr) 'Find A Grave'. Kavet : 18/10/2023.