John Evans (Y Bardd Cocos)

Eus Wikipedia
'Y Bardd Cocos'.

John Evans, anavezet ivez evel Y Bardd Cocos (18261888), a oa ur barzh kembraek, ganet e Porthaethwy, en Enez Mon. Kokousa a rae war an traezh da c'hounit e damm boued ha sevel a rae tammoù rimadelloù, ha sede penaos e tapas al lesanv Y Bardd Cocos, barzh ar c'hokouz.

Ne oa ket an holl lorc'h e Londrez pa oa un tamm dindan e dog uhel. Ne oa ket bet er skol, hag anezhañ e-unan e rae 'Archfardd Cocysaidd Tywysogol' (arc'hvarzh kokouzel priñsel). En e arnodskrid 'Gwaith yr Awen Rydd a Chaeth' (labour an awen dieub ha kaezh') e tispleg ez eo 'gwaith yr archfardd yn waith caled, fel gwaith ceffyl, yn yr oes bresennol' (labour an arc'hvarzh ul labour kalet evel labour ur marc'h en amzer-vremañ) dre ma ne vez ket uhelbrizet e ganoù gant kalz a dud. Sed amañ e 'Gân Newydd ar Briodas y Prince of Wales' (kan nevez a-zivout eured Priñs Kembre):

Mae Prince of Wales wedi priodi
A miloedd heddyw'n byw mewn tlodi;
Gobeithio y ceiff hir oes,
Heb ddyodde'r un loes,
I fyw yn llawen ac yn llon
Efo'i fenw gron,
A handlo ffon, yn bur llon, o don i don,
Cyn rhoddi ffarwel i'r ddaear hon.


Priñs Kembre zo nevez dimezet
Ha miliadoù hiziv o vevañ er baourentez;
Mechañs en devo hir vuhez,
Hep gouzañv kemend-all
Da vevañ laouen hag evurus
Gant e vaouez ront
Ha derc'hel ar vazh, gant levenez, a donn da donn,[1]
Kent kimiadiñ diouzh an douar-mañ.

Leoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezet eo e rimadell diwar-benn ar pevar leon kizellet gant John Thomas e daou benn pont Britannia, savet etre Ynys Môn ha douar-bras Kembre dreist an Afon Menai.

Pedwar llew tew
Heb ddim blew
Dau 'rochr yma
A dau 'rochr drew[2]


Pevar leon tev
Hep tamm blev
Daou er penn-mañ
Daou er penn all.

Helebini[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwarizi a savas outañ e toleadoù all, e-barzh Elias Jones (Cocosfardd y De) da vihanañ, ha kavet e voe ar gerioù 'cocosfardd' 'cocoswaith' ha 'cocosaidd' er geriadurioù, hogen den ne voe par d'an Archfardd .

Skrivañ a reas zoken d'ar rouanez Victoria pa intañvezas da c'houlenn diganti addimeziñ dezhañ.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Daveenn marteze d'ar c'han saoznek Rule Britannia ma klever : Britannia rules the waves (Breizh-Veur a ren war an tonnoù).
  2. "Bardd Cocos": Ei Hanes, Ei Swydd, ynghyd a'i Weithiau Barddonol.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Alaw Ceris (Thomas Roberts), "Bardd Cocos": Ei Hanes, Ei Swydd, ynghyd a'i Weithiau Barddonol (Porthaethwy, 1923)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]