Johannesburg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Johannesbourc'h)
Johannesburg
Kartenn Gauteng ha Johannesburg e ruz

Johannesburg eo kêr vrasañ Suafrika, kêr-benn proviñs Gauteng, hini binvidikañ ar vro. E rannvro Transvaal emañ.
Ha n'eo ket unan eus teir c'hêr-benn ar vro, kavout a reer an eskemmdi hag al lez vonreizhel. Gwelet e vez evel ur greizenn armerzherezh a-bouez (kenwerzh aour ha diamant, obererezhioù arc'hant ...).

4 milion a dud zo o chom er gêr, ha tost da 8 milion er veurgêr.

Douaroniezh ha hin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hiet eo e 1650 metr a uhelder. Klouar eo an amzer e-pad an deiz (war-dro 28° da 30° en hañv ha 10° da 20° er goañv), yen eo avat e-pad an noz (ur 15° bennak en hañv ha betek dindan zero er goañv).
Emañ en un 50 km bennak e su Pretoria, kêr-benn velestradurel ar vro.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Johannesburg e 1896

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra eus an anv nederlandek Johannes ha -burg da lavaret eo bourc'h. N'ouzer ket gwall vat eus peseurt Johannes zo kaoz avat, pe Stephanus Johannes Paulus Kruger brudet dindan an anv Paul Kruger, prezidant ar Republik, pe Christiaan Johannes Joubert, ar besprezidant, pe Johannes Meyer, pe c'hoazh Johann Rissik, ar pennenseller kentañ.

Berranvioù ha lesanvioù zo bet roet dezhi : Joburg, J'burg, The Wild City ha Jozi. E anv zoulouek eo eGoli, hag a dalv « kêr an aour » (dre ar saozneg).

Kêr an aour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammet eo ledañ ar gêr gant dizoloadenn an aour e 1886. Kresk a ra neuze buan-kenañ. Krouet eo ur yalc'h an dalvoudoù (ar Johannesburg Stock Exchange) adal 1887.
Postadurioù bras diloc'h er bloavezhioù 1930 (savadurioù Art déco) hag er bloavezhioù 1970 (skrapoù-oabl) en deus kemeret perzh e diorren ar gêr.

He annezidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

73 % eus ar boblañs a zo du, 16 % a zo gwenn, 6 % a zo hiron ha 4 % azian (en o zouez Indianed). 42 % eus an annezidi zo dindan 24 bloaz.
An ngunieg eo ar yezh muiañ komzet (34 %), ha war-lerc'h ar sothoeg (26 %), ar saozneg (19 %) hag an afrikaaneg (8 %).
7 % eus ar boblañs zo distudi, 29 % deusouto zo diplomet eus an eil derez (high school) ha 14 % deusouto en deus studiet er skol-veur.
Al lodenn vrasañ eus an dud en em zisklêr kristen (53 %) ha 24 % a zo dizoue pe supozer. 14 % a zo en ilizoù afrikan a bep seurt, 3 % a zo muzulmaned, 1 % a zo yuzevien hag 1 % all a zo hindoued.

He c'harterioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

11 rannvro velestradurel a zo enni hiziv an deiz :

Rannvroioù melestradurel Johannesburg
  • Rannvro 1 : Diepsloot, Kya Sand
  • Rannvro 2 : Midrand, Ivory Park
  • Rannvro 3 : Bryanston, Douglasdale, Fourways, Randburg, Sandton, Strijdompark, Sunninghill, Woodmead
  • Rannvro 4 : Northcliff, Rosebank, Parktown
  • Rannvro 5 : Roodepoort, Constantia Kloof, Northgate
  • Rannvro 6 : Doornkop, Soweto, Dobsonville, Protea Glen
  • Rannvro 7 : Alexandra, Wynberg, Bruma
  • Rannvro 8 : Inner City
  • Rannvro 9 : Johannesburg South, City Deep, Aeroton, Southgate
  • Rannvro 10 : Meadowlands, Diepkloof
  • Rannvro 11 : Orange Farm, Ennerdale, Lenasia

Amos Masondo eo he maer, eus strollad an ANC. E dilennadegoù ar gêr d'ar 1añ a viz Meurzh 2006 ez eas ar maout gant an ANC gant 62% eus ar mouezhioù (136 kador), hag ouzhpenn un drederenn deuzouto d'an Emglev Demokratel (59 kador).
En norzh emañ ar c'harterioù kran, en o zouez Melrose, Four ways, Rivonia hag ar greizenn aferioù e Sandton.
Er mervent emañ an township Soweto (SOuth WEst TOwnship) hag a zo a-ziwar-lerc'h an apartheid.

Niver a dud e takadoù kêrel Johannesburg hervez an niveradeg d'an 09/10/2001 :

Gwel war Johannesburg, an Hillbrow Tower er foñs
takad kêr poblañs kêr e 2001
Johannesburg 894 715
Soweto 772 148
Orange Farm 163 778
Roodeport 147 308
Alexandra 139 484
Meadowlands 128 460
Randburg 123 109
Sandton 118 259
Ivory Park 103 371
Diepklof 93 638
Diepsloot 47 494
Midrand 28 500
Rabie Ridge 22 193
Tshepisong 20 271
Ebony Park 16 206
Poortjie 9 469
Mayabuye 8 864
Wheeler's Farm 7 948
Klipfontein View 3 144
Vlakfontein  821
Kempton Park  685
Hollad JOHANNESBURG 2 855 379

mammenn : benveg Superweb :interactive stats SA.

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ar mengleuzioù gennad pennañ ar c'horn-bro ken. Diorren ar servijoù hag an aerborzh etrebroadel en deus lakaet Johannesburg da vezañ ur geoded pouezus evit ar c'henwerzh afrikan ha bedel. Tolpad Johannesburg (Gauteng) a dalvfe 40 % eus PDK Suafrika.

37 % eus ar boblañs oberiant zo dilabour (91 % deusouto zo du). 19 % a labour e tachenn ar servijoù ha 18 % e tachenn an arc'hant.

Touristerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Johannesburg

Johannesburg zo ur gêr dañjerus, he c'hreiz-kêr da skouer. Disurentez vras zo abaoe penn-kentañ ar bloavezhioù 1990.

Al lec'hioù da vezañ gweladennet gant an douristed eo mirdi an apartheid, park tematek Gold Reef City ha karterioù Sandton ha Randburg. Ret eo menegiñ ivez Soweto, an township, e lec'h e vez kavet Mandela House Museum ha Hector Petersen Memorial Monument.

Aveadurioù sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stad rugby brudet Ellis Park a zo e Johannesburg. Gourfenn trede kip rugbi ar bed oa bet eno e 1995. Aet e oa ar maout gant ar springboks a-enep an All-blacks. Nelson Mandela, prezidant du kentañ ar vro, en doa roet e-unan an trofe d'ar c'habiten suafrikan Francois Pienaar. Un arouez vras e oa pa oa an apartheid o paouez echuiñ. Brasaet eo bet evit gourfenn Kib vell-droad ar bed 2010 dalc'het d'ar Sul 11 a viz Gouere.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud liammet gant ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]