Johannes Vilhelm Jensen

Eus Wikipedia
Johannes Vilhelm Jensen

Johannes Vilhelm Jensen a oa ur skrivagner danek. Ganet e oa bet d’an 20 a viz Genver 1873 e Farsø, ur geriadenn eus Jylland, ha marvet e oa d’ar 25 a viz Du 1950. Resevet en doa Priz Nobel al lennegezh e 1944.

Goude studioù medisinerezh e labouras evel kazetenner hag en em lakaas da skrivañ lennegezh. Unan eus e c’hoarezed, Thit Jensen, zo brudet evel skrivagnerez ivez.

Beajiñ kalz a reas Johannes Jensen, evel e genvroad Hans Christian Andersen, ha mont a reas betek Stadoù Unanet Amerika. Brudet eo e skridoù e Danmark, skridoù komz-plaen evel e romant istorel Kongens Fald (kouezhadenn ar roue), pe barzhonegoù (Digte 1906).


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]