Mont d’an endalc’had

Johann Nepomuk Geiger

Eus Wikipedia
Poltredet gant Josef Kriehuber e 1852
1402 : Bayezid Iañ lakaet en ur gaoued, hag e wreg da sklavez, engravadur, ~1860

Peter Johann Nepomuk Geiger (11 a viz Genver 1805 - 29 a viz Here 1880 e Wien) a oa un engravour hag ul livour aostrian.

E Wien e voe ganet Geiger hag er penn-kentañ e felle dezhañ dont da vezañ kizeller evel ma veze graet en e familh, met barrekoc'h e oa war an tresañ hag al livañ. E 1841 e savas skeudennoù da skeudennaouiñ Vaterländischen Immortellen (""), savet gant Anton Ziegler. Betek 1848 e savas meur a skeudenn da skeudennaouiñ barzhonegoù ha darvoudoù istorel, hag eoullivadurioù a savas ivez evit ar familh Habsburg.

Goude ur veaj d'ar reter gant Masimilian I e 1850 e voe dreistawenet. E 1853 e voe anvet da gelenner en Akademiezh arzoù Vienna. Meur a oberenn diazezet war oberennoù Goethe, Friedrich Schiller ha William Shakespeare a livas evit familh ar roue. Oberennoù diwar-benn ar vuhez er reter a savas ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.