Johann Nepomuk Geiger

Eus Wikipedia
Johann Nepomuk Geiger
*(a-gleiz) Dourlivadur gant Johann Nepomuk Geiger, 1840 *(a-zehou) Dourlivadur gant Johann Nepomuk Geiger, 1840 *(a-gleiz) Dourlivadur gant Johann Nepomuk Geiger, 1840 *(a-zehou) Dourlivadur gant Johann Nepomuk Geiger, 1840
  • (a-gleiz) Dourlivadur gant Johann Nepomuk Geiger, 1840
  • (a-zehou) Dourlivadur gant Johann Nepomuk Geiger, 1840

Peter Johann Nepomuk Geiger (11 a viz Genver 1805 - 29 a viz Here 1880 e Vienna) a oa un arzour aostrian.

E Vienna e voe ganet Geiger hag er penn-kentañ e felle dezhañ dont da vezañ kizeller evel ma veze graet en e familh, met barrekoc'h e oa war an tresañ hag al livañ. E 1841 e savas skeudennoù da skeudennaouiñ "Vaterländischen Immortellen", savet gant Anton Ziegler. Betek 1848 e savas meur a skeudenn da skeudennaouiñ barzhonegoù ha darvoudoù istorel, hag eoullivadurioù a savas ivez evit ar familh Habsburg.

Goude ur veaj d'ar reter gant Masimilian I e 1850 e voe dreistawenet. E 1853 e voe anvet da gelenner en Akademiezh arzoù Vienna. Meur a oberenn diazezet war oberennoù Goethe, Friedrich Schiller ha William Shakespeare a livas evit familh ar roue. Oberennoù diwar-benn ar vuhez er reter a savas ivez. [1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.