Joe DiMaggio

Eus Wikipedia
Joe DiMaggio

Joe DiMaggio, bet ganet Giuseppe Paolo DiMaggio d'ar 25 a viz Du 1914 e Martinez (Kalifornia) (Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'an 8 a viz Meurzh 1999 e Hollywood (Florida, Stadoù-Unanet Amerika), a oa ur c'hoarier baseball stadunanat.

An hini a veze lesanvet "Joltin' Joe" pe "The Yankee Clipper" a oa chomet e vicher-pad er memes kleub mojennel : New York Yankees.

Anavezet eo ivez evel eil gwaz an aktourez Marilyn Monroe : dimezet d'ar 14 a viz Genver 1954 e San Francisco, terriñ a rejont o nask nav mizvezh diwezhatoc'h.

Kanaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un nebeud gerioù e-barzh ar ganaouenn Mrs. Robinson gant Simon & Garfunkel a ra meneg anezhañ :

Where have you gone, Joe DiMaggio?
A nation turns its lonely eyes to you
[...]
What's that you say, Mrs. Robinson
Joltin Joe’ has left and gone away?