Joast Hiddes Halbertsma

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Joast Hiddes Halbertsma

Joast Hiddes Halbertsma (Grou, Boarnsterhim, 23 a viz Here 1789 - Deventer, 27 a viz C'hwevrer 1869) a oa ur skrivagner hag ur geriadurour frizek, hag ur pastor mennonat. Studiet en doa an doueoniezh ha prezeg a reas e Boalsert ha Deventer. Etre 1834 i 1858 e troas e frizeg Aviel Mazhev ha diazezañ doare-skrivañ frizeg ar c'hornôg. Skrivañ a reas pennadoù diwar-benn Gysbert Japicx ha meur a bennad all ivezivez.

Asambles gant e vreudeur Eeltsje ha Tsjalling Hiddes Halbertsma e voe unan eus ar re a gasas al lennegezh frizek war-raok en XIXvet kantved hag eus ar re gentañ a liammas ar romantelezh hag al lennegezh komzet e Friz. E 1822 e embannas e oberenn gentañ, un dastumad kanaouennoù frizek, De Lapekoer fen Gabe Scroar. E 1871 e voe embannet e oberenn ziwezhañ Rimen en Teltsjes (barzhonegoù ha kontadennoù). Goude e varv e voe embannet gant unan eus e vreudeur al lodenn gentañ eus e c'heriadur Lexicon Frisicum.[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]