Joachim Yhombi-Opango
Joachim Yhombi-Opango (ganet d'an 12 a viz Genver 1939 - 30 a viz Meurzh 2020) zo ur soudard hag ur politikour eus Republik Kongo.
Lakaet e voe Yhombi-Opango e penn ar Stad goude lazhadenn Marien Ngouabi e miz Meurzh 1977. Chom a reas gant ar garg-se betek miz C'hwevrer 1979 ma voe rediet da reiñ e zilez. Bac'het e voe gant Denis Sassou Nguesso e-pad meur a vloaz, betek 1984. E 1987 e voe harzhet adarre, tamallet dezhañ bezañ klasket aozañ un taol-Stad, ha dieubet e 1990. Koll a reas dilennadeg prezidantel 1992 met anvet e voe da vinistr kentañ gant Pascal Lissouba. A-du gant Lissouba e oa e-pad ar brezel diabarzh a reas e reuz e 1997 ha ret e voe dezhañ tec'hel kuit diouzh e vro pa voe trec'h Sassou-Nguesso. N'eo nemet e 2007 ma c'hellas distreiñ da Gongo.
Prezidanted Republik Kongo |
|||
---|---|---|---|
|