Alphonse Massamba-Débat

Eus Wikipedia

Alphonse Massamba-Débat (1921 - 25 a viz Meurzh 1977) a oa ur politikour eus Republik Kongo, bet prezidant ar vro.

Alphonse Massamba-Débat

Goude an eil brezel-bed e voe skolaer e Tchad a-raok distreiñ d'e vro ha kelenn e Mindouli ha Brazzaville. Massamba-Débat a voe anvet da vinistr kentañ republik Kongo d'ar 16 a viz Eost 1963 goude dilez Fulbert Youlou. Goude ur prantad hep prezidant ebet er vro e voe lakaet e penn ar Stad d'an 19 a viz Kerzu 1963. Distroadet e voe d'ar 4 a viz Gwengolo 1968 gant Marien Ngouabi ha rediet da zilezel ar politikerezh. Goude muntr Ngouabi e 1977 e voe kondaonet d'ar marv ha lazhet d'ar 25 a viz Meurzh.