Jella Lepman
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn, Bro-Saoz |
Anv-bihan | Jella |
Deiziad ganedigezh | 15 Mae 1891 |
Lec'h ganedigezh | Stuttgart |
Deiziad ar marv | 4 Her 1970 |
Lec'h ar marv | Zürich |
Yezh vamm | alamaneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | kazetenner, skrivagner, troer |
Implijer | International Board on Books for Young People, Stuttgarter Neues Tagblatt, BBC |
Bet war ar studi e | Q1489394 |
Lec'h annez | Zürich, Bro-Saoz |
Prizioù resevet | Officer's Cross of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany, Goethe-Plakette des Landes Hessen |
Prantad | XXvet kantved |
Jella Lepman (15 a viz Mae 1891 e Stuttgart - 4 a viz Here 1970 e Zürich) a oa ur skrivagnerez, kazetennerez ha troourez alaman, ha krouerez Internationale Jugendbibliothek München.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lepman a gasas he yaouankiz en he familh yuzev e Stuttgart. E 1936 ez kuitaas Alamagn gant he daou vugel hag ez eas d'ar Rouantelezh-Unanet ma labouras evit BBC hag ABSIE (American Broadcasting Station in Europe).
E 1945 e tistroas da Alamagn hag e voe lakaet da guzulierez rann "adkelenn" ar maouezed hag ar maouezed yaouank bet krouet gant an Amerikaned el lodenn eus Alamagn aloubet gant arme SUA. Edo o chom e Bad Homburg ha goude-se e München. E 1946 ec'h aozas Internationale Jugendbuchausstellung (diskouezadeg etrebroadel levrioù evit ar yaouankiz), hag a voe ar c'hentañ diskouezadeg etrebroadel aozet en Alamagn goude an Eil Brezel-bed. D'ar 14 a viz Gwengolo 1949 e tigoras an Internationale Jugendbibliothek.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Der verschlafene Sonntag (1927)
- Wer ist Lux? Eine Detektivgeschichte für die Jugend (1950)
- Die schönsten Gutenachtgeschichten (1957–1968)
- Das Geheimnis vom Kuckuckshof. Eine Detektivgeschichte aus dem Schwarzwald (1958)
- Die Kinderbuchbrücke (1964)
- Kinder sehen unsere Welt. Texte und Zeichnungen aus 35 Ländern (1970)
Diwar he fenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Walter Scherf: Lepman, Jella. In: Neue Deutsche Biographie (NDB). Band 14, Duncker & Humblot, Berlin 1985 [1]