Jean Roudot
Neuz
Jean Roudot, ganet d'an 29 Gouere 1871 e Sant-Wazeg ha marvet d'ar 26 Gouere 1921 e Penharz, a oa beleg ha skrivagner brezhonek.
Kelenner e voe kloerdi bihan Pontekroaz (1894) ha goude-se kure e Lanniliz (1901). Troet e oa gant ar mennozhioù katolik sokial, ha lakaat a reas Marc Sangnier, krouer luskad An Erv (Le Sillon), da zont da brezegenniñ da Lanniliz, e 1910, er bloavezh end-eeum ma voe eskumunuget hennezh gant ar pab.
Krouiñ a reas ur gazetennig divyezhek anvet Le petit semeur de Lannilis (1909-1921) ha kenlabourat a reas gant Feiz ha Breiz. Skrivañ a reas pezhoù-c'hoari brezhonek ha lakaat a reas c'hoari anezho e Lanniliz.
Kuitaat a reas ar barrez-se e 1915 pa voe anvet da gure e Penharz.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1906 : Maro Sant Tremeur, Le Courrier du Finistère, Brest
- 1911 : An aotrou Tromenec'h, pe Chapel an Absolven, Moullerezh ar C'hastell, Brest (adembannet gant Aber, 2024)
- 1913 : Salaün ar Foll, Moullerezh ar C'hastell, Brest