Jean Lemaire de Belges

Eus Wikipedia
Les illustrations de Gaule et sĩgularitez de Troye, 1512

Jehan Le Maire, anavezet evel Jean Lemaire de Belges (1473-1524), a oa ur barzh gallek eus Hainaut, e Belgia hiziv.

Ganet e vije pe e Bavay (ma'z eo bet lakaet e anv war ar skolaj), pe e Hargnies, pe e Belges, ur gêriadennig e Kontelezh Hainaut, diouzh a ouzer. Niz e oa d'ar barzh Jean Molinet. Skoliet e voe e Valenciennes. Deskiñ a reas meur a yezh. E 1498, da 25 bloaz, ez eas da servij an dug Pêr II Bourbon evel kloareg.

Diwezhatoc'h e kemeras an anv Jean Lemaire de Belges abalamour d'ar roue Belgius, en defe savet Bavay.

E Pariz e varvas, e 1524.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Les illustrations de Gaule et sĩgularitez de Troye

Embannet e voe al levrenn gentañ e 1511 hag an eil en 1512.

Un istor mojennel eo, ma klask diskouez e tiskenn rouaned Galia eus Noe, hag ez eas unan anezho da sevel Troia. Hektor, mab Priam, roue Troia, en dije bet ur mab anvet Francus, saveteet gant an doue Yaou, hag a yeas da C'halia.