Mont d’an endalc’had

Jean-Jacques-Régis de Cambacérès

Eus Wikipedia
Ar priñs arc'hkañseler d'an Impalaeriezh taolennet gant Henri-Frédéric Schopin.
Cambacérès, Bonaparte, Lebrun.

Jean-Jacques Régis de Cambacérès, dug Parma, Eil koñsul, ha goude-se kañseler eus an Impalaeriezh, a oa ur gwiraour ha politikour gall. Ganet e voe d'an 18 a viz Here 1753 e Montpellier ha mervel a reas d'an 8 a viz Meurzh 1824 e Pariz.

Mojenn heñvelreizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù e vez kaoz hiziv-an-deiz c'hoazh eus Jean-Jacques-Régis de Cambacérès evel un den a oa heñvelreizh diazezet war flemm komzoù. Evel-se ez eus deuet betek ennomp un istorig: Cambacérès en devoa dale hag a zisklerias d'an impalaer Bonparte e oa chomet stanket gant maouezed. Napoleon en dije bet respontet dezhañ : « Quand on a rendez-vous avec l'Empereur, on dit à ces dames de prendre leurs cannes et leurs chapeaux et de foutre le camp ». Lakaet e vez ivez war-raok an istorig gant Talleyrand, o welet an tri c'hoñsul o tremen, Bonaparte, Cambacérès ha Lebrun, en defe anvet anezho hic, haec, hoc (e latin : hemañ, hounnezh, se), o lakaat war-raok heñvelreizhded Cambacérès ha pouez dister Lebrun.

En ur pezh-c'hoari flemmus embannet e 1815, Cambacérès ne zeu ket a-benn da anavezout ur paotr yaouank. « Allons, dit Napoléon à ce dernier, retournez-vous, que son altesse sérénissime vous reconnaisse. » Hervez Frédéric Martel, e vije bet lesanvet Cambacérès Tante Turlurette. Evit skrivagnerien buhez Cambacérès evel Laurence Chatel de Brancion, ar brud-se a vije bet awenet gant e enebourien bolitikel stank hag o doa bet kavet un tu aes evit tagañ anezhañ dre implij ar fed e oa dizimez anezhañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Laurence Chatel de Brancion, Cambacérès maître d'oeuvre de Napoléon, embannadur Perrin, Pariz, 2001
  • Laurence Chatel de Brancion, Le sacre de Napoléon le rêve de changer le monde, embannadur Perrin, Pariz, 2004