Mont d’an endalc’had

James Collinson

Eus Wikipedia
Ar Familh santel gant James Collinson, 1878

James Collinson (9 a viz Mae 1825 e Mansfield (Nottinghamshire) - 24 a viz Genver 1881 e Camberwell (Londrez)) a oa ul livour breizhveuriat ezel eus ar Vreuriezh rakrafaelour etre 1848 ha 1850.

Collinson a oa ur c'hristen dedennet gant ar perzh Iliz Uhel a gavas el luskad rakrafaelour. Katolik e oa, kemmañ a reas kredenn ha dont a reas da vezañ anglikan dre ma felle dezhañ dimeziñ gant Christina Rossetti, ha katolik e teuas da vezañ en-dro goude-se. E raktres eured a zilezas neuze. Pa voe taget Millais abalamour d'e livadur anvet Christ in the House of his Parents (Ar C'hrist e ti e dud) ha tamallet outañ bezañ ur sakreer e tilezas Collinson ar Vreuriezh.

E-keit ma oa ezel eus ar Vreuriezh rakrafaelour ec'h embannas Collinson ur barzhoneg er gelaouenn The Germ hag e savas meur a livadur a denne d'ar relijion, evel The Renunciation of St. Elizabeth of Hungary (1850). Ur wech dilezet ar Vreuriezh gantañ e stagas gant studioù belegiezh en ur skol jezuisted, met n'eas ket betek penn.

E 1858 e timezas gant Eliza Wheeler, hag hi c'hoar-gaer al livour John Rogers Herbert, hag a oa e-touez ar re o doa levezonet al luskad rakrafaelour. Stagañ a reas gant al livañ en-dro, ha sevel a reas livadurioù ma tiskoueze ar vuhez pemdez, evel To Let ha For Sale, ma weler merc'hed koant sachet gant an temptadur.

Sekretour Society of British Artists e voe etre 1861 ha 1870. E dibenn e vuhez edo o chom e Breizh, hag eno e livas The Holy Family (1878).

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.