Jack Sumner

Eus Wikipedia

John Colton Sumner (18401907) a oa un ergerzher stadunanat hag a oa bet ezel eus ar Powell Geographic Expedition, a-hed ar stêrioù Green River ha Colorado e 1869. Mailh-tenner ha martolod arbennikaet, choazet e oa bet gant John Wesley Powell evit bezañ penn kentañ bag an ergerzhadennn. Ne oa ket en em glevet an daou zen, ha sabatuet e oa bet evit ar peurrest eus e vuhez gant koll ha marv tri den eus an ergerzhadenn. Ken sabatuet e oa bet ma en em spazhas e 1902.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jack Sumner a oa unan eus eizh bugel ar familh Sumner, desavet e oa bet en un ti-feurm e Muscatine (Iowa). Sot e oa gant al lenn ha ne oa ket troet gant ar vuhez peizant. E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika en doa tizhet ar renk a gaporal evel mailh-tenner en 32nd Iowa Volunteer Infantry. Stourmet en devoa evit an Union Army e Vicksburg ha Nashville. Gloazet e oa bet gant ur bir en e vrec'h kleiz, plijet e oa goude o tiskouez ar gleizenn d'an dud.

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sumner a oa chomet bev goude e spazhadur, marvet eo e-unan abafet pemp bloaz war-lerc'h, e 1907, e Vernal (Utah).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]