Jérémy Ferrari

Eus Wikipedia

Jérémy Ferrari, bet ganet d’ar 6 a viz Ebrel 1985 e Villers-Semeuse, zo ur fentigellour, aktour, leurenner, aozer ha produer gall anavezet dreist-holl evit e arvestoù titouret-mat hag e fent du.

Jérémy Ferrari e 2014

Arvestoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mes 7 péchés capitaux / Hallelujah Bordel ![kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a ra un arvest diwar-benn ar relijionoù undoueek e 2008 anvet ma seizh pec'hed kapital ha, goude-se, aozañ a ra ur stumm nevez titlet Hallelujah Bordel !.

Vends 2 pièces à Beyrouth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un arvest diwar-benn ar brezel hag ar sponterezh.

Anesthésie générale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un arvest diwar-benn ar yec'hed.