İzmir
Kêrioù Turkia | |
---|---|
İzmir | |
Proviñs | İzmir |
Rannvro | Egea |
Kod post | |
Maer | Aziz Kocaoğlu (2004, 2009) (CHP) |
Vali (prefed) | Mustafa Cahit Kıraç (2007) |
Perzhioù douaroniel | |
Gorread | ha = km² |
Hed | 38°26' Norzh |
Led | 27°09' Reter |
Uhelder | keitat : |
Poblañs | () |
Stankter | |
Lec'hienn internet ar gêr | Ti-kêr İzmir |
İzmir (إزمير İzmir e turkeg, Σμύρνη Smýrnē e gresianeg modern, Իզմիր, en armenianeg, Smirne en italianeg, Ladino, Izmir e ladinoeg hep an i gant ur pik) a zo an trede kêr e keñver ar boblañs e Turkia hag ar porzh brasañ goude İstanbul.Emañ e Pleg-mor İzmir war ar Mor Egaios. Kêr-benn proviñs İzmir eo. Rannet eo bet ar gêr etre 9 distrig-meurgêr, i. e. Balçova, Bornova, Buca, Çiğli, Gaziemir, Güzelbahçe, Karşıyaka, Konak ha Narlıdere. E 2000 eo bet jedet ur boblañs 2 409 000 annezad ha 3 500 000 e 2005.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv ez eus eus ar gêriadenn Ti-smurna war an tablezennoù Live II dizouaret e lec'h un trevadenn assirian e Kültepe (hanterenn gentañ an 2vet milved K. J.-K.), met ne c'heller ket bezañ asur ma 'z eus un dave da İzmir. Lod a soñje e c'hellfe bezañ un dave da Smirna, unan eus an Amazonezed. Ar meneg gresianek koshañ a zo unan e gresian aeolek, Μύῥρα, Mýrrha a zo bet kenstur d'an ionieg ha attikeg Σμύρνη Smýrnē, an daou stumm a vije deuet eus an hinirakgresianek, *Smúrnā.
Smyrna a zo e gresianeg anv ar brousgwez Myrrha commifera, ar gwez-dindin, blantenn a zo dezhi ur rousin frondus anvet ar mir hag a vez kavet er Reter-Nesañ ha Bis Afrika. Ar Romaned o deus implijet Smyrna evel anv ar gêr hag e teu İzmir eus ar stumm-se. E brezhoneg e vez implijet Smirn evit ar mareoù rakturk.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ragistor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar dizoaladennoù graet e 2004 ha 2005 e ouzer eo İzmir unan eus ar gêrioù koshañ a zo bet er Reter-Nesañ p'eo bet kavet roudoù an annezioù er bloavezioù - 6500 betek - 4000 hag e c'heller gwelout n'eus ket bet spann ebet a-hed ar c'hantvedoù.
Tud vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Edouard Balladur ganet d'an 2 a viz Mae 1929.