Ivanhoe (romant)
Neuz
Ivanhoe (/ˈaɪvənˌhoʊ/ e saozneg) zo ur romant istorel saoznek gant Walter Scott, embannet e teir levrenn e 1820. E oberenn gentañ a denn da istor Bro-Saoz eo ; da istor Bro-Skos e tenne ar re gentañ.
Emañ an oberenn-mañ e-touez romantoù brudetañ an oberour.
An istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1194, emañ Wilfrid Ivanhoe o tistreiñ dre laer d'e vro ha perzh a gemer en un tournamant e kêr Ashby m'en em gann ouzh Brian de Bois-Guilbert, un Norman hag a oa marc'heg Urzh an Templ.