Issevenadur

Eus Wikipedia

Issevenadur a zo un termen a denn da dachenn ar skiantoù sokial, hag a vez implijet a-benn envel talvoudegezhioù, boazioù ha reolennoù ur strollad sokial bennak hag a zo e diabarzh ur strollad sokial brasoc'h. Disheñvel eo neuze diouzh an enepsevenadur, hag a zo e bal talañ ouzh ar sevenadur ofisiel. Ar sevenadur tekno a zo un issevenadur eus sevenadur ar bobl, padal e oa ar sevenadur hippie hag an hini punk enepsevenadurioù. Al luskad gotek hag an hini skinhead a c'hall bezañ gwelet evel issevenaduioù. Forzh pe strollad tud a c'hall aozañ e issevenadur, pe e vefe diazezet war orin an dud pe al lec'h m'emaint o chom ennañ. Peurliesañ ez eus c'hwec'h elfenn en issevenadur (hervez Ken Gelder). An dud ezel eus un issevenadur bennak o devez neuze :

  • disfiz rak al labour dre vras
  • disfiz rak ar gevredigezh beveziñ ha randon ar vuhez pemdez
  • disfiz rak ar familh
  • disfiz rak ar perc'hennañ, gwelloc'h eo an tiriad (ar straed, ar c'harter...)
  • disfiz rak renkadoù ar gevredigezh
  • prest e vezont bepred da vont re bell

Ar sokiologour gall Michel Maffesoli hag ar skrivagner amerikan Ethan Watters o deus labouret war issevendur ar meuriadoù kêr.