Islavarenn-diskuliañ
Neuz
An islavarenn-diskuliañ[1], pe islavarenn-dra[2], zo un islavarenn dezhi karg ur renadenn eeun.
Gallout a ra dont war-lerc'h ar bennlavarenn pe bezañ lakaet en he raok.
- Pa vez lakaet war-lerc'h ar bennlavarenn e krog gant ar verb displeget, degaset gant ar rannig-verb e er stumm-kadarnaat, pe gant ar rannig-verb ne er stumm-nac'h :
Me 'oar e teuio Yann fenoz.
Me 'gred ne deuio ket.
- Pa vez lakaet an islavarenn dirak ar bennlavarenn e vezont liammet gant ar rannig-verb a :
Skuizh out, a welan.
A-wechoù, gant verboù zo er bennlavarenn, e ranker implij an doare-divizout en islavarenn:
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez Yezhadur Bras ar Brezhoneg §§649, 770, 773-783.
- ↑ Hervez Arbres.