Mont d’an endalc’had

Ishi

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ishi e 1914

Ishi (ganet e 1860 – marvet d'ar 25 a viz Meurzh 1916) eo an anv roet d'an diwezhañ Indian Yana eus ar meuriad Yahi e Kalifornia. E yezh, ar Yahi e talvez "Ishi"kement ha "den". Lâret e vez e oa Ishi an diwezhañ indian e Kalifornia an hanternoz hag en doa bevet e vuhez leun er-maez eus ar sevenadur european.

Gant e skoazell e oa bet studiet ar sevenadur Yana gant Alfred L. Kroeber (tad Ursula K. Le Guin).