Isabella Fieschi
Isabella Fieschi (a-raok 1320-goude 1356), a oa itron Milano (1331- 1349) dre ma oa pried da Luchino Visconti.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Carlo Fieschi, kont Savignone. Nizez e oa d'ar pab Adrian V.
E 1331 e timezas e Milano da Luchino Visconti.
Splann e oa abegoù politikel an eured: kadarnaat al liammoù etre an tiegezh Visconti ha Republik Genova: Luchino a oa nevez intañvezet eus e eil pried, eus Genova ivez, Caterina Spinola, merc'h da Obizzo Spinola.
Brudet e oa kened Isabella, ha lesanvet e oa Fosca, ken mezhus e veze kavet hec'h emzalc'h. Hervez ar vojenn he devoa serc'heged e-leizh, en o zouez niz Luchino, Galeazzo II Visconti, ha doge Republik Venezia Andrea Dandolo.
Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou vab gevell he doe, ganet d'ar 4 a viz Eost 1346, Luchino ha Giovanni, hogen ne vevas nemet Luchino Novello (1346-1399), a zimezas div wech:
- da Luisa, merc'h da Gabriele Adorno, doge Genoa, ha da Violante Giustiniani,
- da Maddalena Strozzi en 1372.
Lidet e voe ar ganidigezhioù gant ar madrigal O in Italia felice Liguria, savet gant Jacopo da Bologna, a oa barzh e lez Luchino abaoe 1339[1].
Gasterezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En 1347 ez eas Isabella, gant tud all eus Milano, da ober un dro da Venezia. E-kerzh an droiad-se he dije kemeret perzh en un abadenn c'hoari pevar gant tri gwaz war un dro, hag en o zouez Andrea Dandolo, Doge Venezia abaoe 1343, niz he fried, Galeazzo II Visconti[2].
Marv Luchino
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Genver 1349 e klevas Luchino pegement e veze doganet gant e bried Isabella, ma embannas e vije spontus he c'hastiz. Un toullad deizioù goude e voe kavet marv, diwar gontamm. Lesanvet e voe an intañvez Isabella del veleno ("Isabella ar c'hontamm ")[3],[2]. Soñjal a rae an dud moarvat he devoa kavet an tu d'en em zifenn diouzh he c'hastizer e-lec'h gortoz bezañ lazhet gantañ.
Kemeret e voe ar galloud gant e nized, diwar-goust ar mab, Luchino yaouank, war zigarez e vije bet bastard bugel an intañvez doganerez. Ha bac'het e voe Isabella hag he mab.
En 1356, gant skoazell anaoudeien, e teuas Isabella a-benn da dec'hel eus Milano gan he mab Luchino. Hervez an testenioù e vije distroet da di he zud da Savignone.