Isabel do Brasil

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Isabel do Brasil
Isabel e 1887

Izabel a Vrazil, pe Isabel do Brasil e portugaleg, pe ar briñsez Isabel (Rio de Janeiro, 1846–1921 Eu), lesanvet "a Redentora", a oa ur briñsez vrazilian, merc'h d'an impalaer Pedro II Brazil hag e bried Teresa Cristina an Div Sikilia. Hi an hini a ziskaras ar sklaverezh e Brazil.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Isabel Cristina Leopoldina Augusta Micaela Gabriela Rafaela Gonzaga de Bragança e Bourbon e Rio de Janeiro, e Palez São-Cristóvão, d'an 29 a viz Gouhere 1846. Hi a voe diwezhañ priñsez impalaerel Brazil. Anvet e voe diwar-lerc'h he mamm-gozh a-berzh mamm, Marie-Isabelle Spagn (1789-1848), rouanez an Div Sikilia.

Mervel a eure he breur henañ e 1847, da zaou vloaz, ha setu ma oa-hi, da ur bloaz, priñsez impalaerel ha pennhêrez Pedro. Er bloaz-se ivez e voe ganet e c'hoar Leopoldina de Bragança (1847-1871). En 1848 e voe ganet hec'h eil breur, Pedro Afonso (1848-1850), anvet da briñs impalaerel en he lec'h, met mervel a eure ivez d'e zaou vloaz.

He zad ne felle ket dezhañ leuskel ar gurunenn gant ur vaouez. Dre ma ne oa gwell droet Isabel gant ar politikerezh, ma ne veze ket prientet evit ober wa-dro ar stad, ha ma ne glaske nemet ur vuhez sioul ha didrouz, ne savas ket bec'h etre he zad ha hi diwar-benn ar gurunenn.

Dre deir gwech avat e voe rejantez Impalaeriezh Brazil (en 1871-1872, 1876-1877 ha 1887-1888), evel pennhêrez he zad, Dom Pedro II, hag an impalaerez Dona Teresa Cristina (1822–1889). En 1888 eo e sinas al lezenn aour ( "a Lei Áurea"), a lakae fin d'ar sklaverezh.

Eured ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa e 1864, e Rio de Janeiro, d'ar priñs gall Gaston d’Orléans (1842-1922), kont Eu. Tri mab o doe: Pedro de Alcântara, Luís, hag Antônio, kont Eu.

Mervel a eure en Eu, e Bro-C'hall, d'ar 14 a viz Du 1921.


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.