Mont d’an endalc’had

Isabeau Bavaria

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Isabeau de Bavière)
Isabeau Bavaria
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denIsabeau de Bavière Kemmañ
Anv-bihanIzabela, Isabeau Kemmañ
Titl noblañsrouanez kenseurt Kemmañ
Deiziad ganedigezh28 Ebr 1370 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMünchen Kemmañ
Deiziad ar marv24 Gwe 1435 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBasilica of Saint-Denis Kemmañ
TadStephen III, Duke of Bavaria Kemmañ
MammTaddea Visconti Kemmañ
Breur pe c'hoarJohann von Moosburg, Louis VII, Duke of Bavaria Kemmañ
PriedCharlez VI Kemmañ
FamilhTiegezh Wittelsbach Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
MicherRejañs Kemmañ
KargRejañs Kemmañ
Relijionkristeniezh Kemmañ
Isabeau Bavaria, rouanez Bro-C'hall
Isabeau Bavaria o tegouezhout e Pariz, hervez Jean Fouquet
Christine de Pisan o kinnig he levr Epîtres du Débat sur le Roman de la Rose da Isabeau Bavaria

Isabeau Bavaria, pe Isabeau de Bavière hervez hec'h anv gallek, pe Elisabeth von Bayern a-raok hec'h eured (1371- 29 a viz Gwengolo 1435), a oa merc'h da Stefan III, dug Bavaria-Ingolstadt, ha da Taddea Visconti (1351–1381). Dimeziñ a eure d'ar roue gall Charlez VI d'ar 17 a viz Gouhere 1385, pa ne oa-eñ nemet 16 vloaz, ha hi 14. Ha setu hi rouanez Bro-C'hall, en amzer ar Brezel Kant Vloaz, da vare Skism Bras ar C'hornôg.

Troet he fried Charlez VI da foll, hi an hini a voe e penn ar C'huzul-ren, gant an noblañsed uhel. Politikourez fin ne oa ket, ha ret e vije bezañ bet dirak an daou zen edo ar galloud gwir etre o daouarn, dug Orleañs, Loeiz Orleañs (e penn an Armagnaged) ha dug Bourgogn, Fulup an Her, hag e vab Yann Dizaon war-lerc'h e varv e 1404.

Fulup an Her, Dug Bourgogn, a oa rejant Bro-C'hall da c'hortoz ken e vije Charlez en oad da ren.


He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daouzek bugel he doe:

  • Charles (1386-1386)
  • Jeanne (1388-1390),
  • Isabelle (1389-1409)
  • Jeanne (1391-1433), a zimezas da Yann V, dug Breizh
  • Charles (1392-1398)
  • Marie (1393-1438), abadez e Poissy
  • Michelle (1393-1422) dimezet da Philippe III le Bon, dug Bourgogn
  • Louis de Valois (1397-1415)
  • Jean (1398-1417), dug Touraine.
  • Catherine de Valois (1401-1437), a zimezas da Herri V , roue Bro-Saoz
  • Charlez VII, roue Bro-C'hall war-lerc'h e dad (1403-1461)
  • Philippe (1407-1407). Kontet ez eus bet diwar e benn e oa ur bastard, hag e oa Janed Ark e gwirionez, merc'h da Isabeau ha da Louis d'Orléans


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Philippe Delorme, Isabeau de Bavière : épouse de Charles VI, mère de Charles VII. Pariz : Pygmalion, coll. « Histoire des reines de France », 2003. 320 p., 24 cm. ISBN 2-85704-816-5.
  • Françoise Autrand, "Charles VI", Fayard, 1986
  • Marie-Véronique Clin, "Isabeau de Bavière", Perrin, 1999
  • Jean Verdon, Isabeau de Bavière, éd. Tallandier.
  • Roger Senzig - Marcel Gay, "L'Affaire Jeanne D'Arc", Florent Massot, septembre 2007