Isabeau Bavaria

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Isabeau Bavaria, rouanez Bro-C'hall
Isabeau Bavaria o tegouezhout e Pariz, hervez Jean Fouquet
Christine de Pisan o kinnig he levr Epîtres du Débat sur le Roman de la Rose da Isabeau Bavaria

Isabeau Bavaria, pe Isabeau de Bavière hervez hec'h anv gallek, pe Elisabeth von Bayern a-raok hec'h eured (1371- 29 a viz Gwengolo 1435), a oa merc'h da Stefan III, dug Bavaria-Ingolstadt, ha da Taddea Visconti (1351–1381). Dimeziñ a eure d'ar roue gall Charlez VI d'ar 17 a viz Gouhere 1385, pa ne oa-eñ nemet 16 vloaz, ha hi 14. Ha setu hi rouanez Bro-C'hall, en amzer ar Brezel Kant Vloaz, da vare Skism Bras ar C'hornôg.

Troet he fried Charlez VI da foll, hi an hini a voe e penn ar C'huzul-ren, gant an noblañsed uhel. Politikourez fin ne oa ket, ha ret e vije bezañ bet dirak an daou zen edo ar galloud gwir etre o daouarn, dug Orleañs, Loeiz Orleañs (e penn an Armagnaged) ha dug Bourgogn, Fulup an Her, hag e vab Yann Dizaon war-lerc'h e varv e 1404.

Fulup an Her, Dug Bourgogn, a oa rejant Bro-C'hall da c'hortoz ken e vije Charlez en oad da ren.


He bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daouzek bugel he doe:

  • Charles (1386-1386)
  • Jeanne (1388-1390),
  • Isabelle (1389-1409)
  • Jeanne (1391-1433), a zimezas da Yann V, dug Breizh
  • Charles (1392-1398)
  • Marie (1393-1438), abadez e Poissy
  • Michelle (1393-1422) dimezet da Philippe III le Bon, dug Bourgogn
  • Louis de Valois (1397-1415)
  • Jean (1398-1417), dug Touraine.
  • Catherine de Valois (1401-1437), a zimezas da Herri V , roue Bro-Saoz
  • Charlez VII, roue Bro-C'hall war-lerc'h e dad (1403-1461)
  • Philippe (1407-1407). Kontet ez eus bet diwar e benn e oa ur bastard, hag e oa Janed Ark e gwirionez, merc'h da Isabeau ha da Louis d'Orléans


Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Philippe Delorme, Isabeau de Bavière : épouse de Charles VI, mère de Charles VII. Paris : Pygmalion, coll. « Histoire des reines de France », 2003. 320 p., 24 cm. ISBN 2-85704-816-5.
  • Françoise Autrand, "Charles VI", Fayard, 1986
  • Marie-Véronique Clin, "Isabeau de Bavière", Perrin, 1999
  • Jean Verdon, Isabeau de Bavière, éd. Tallandier.
  • Roger Senzig - Marcel Gay, "L'Affaire Jeanne D'Arc", Florent Massot, septembre 2007