Mont d’an endalc’had

Nitrat

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ion nitrat)
Skeudenn a-blaen framm an ion nitrat.
Gweled teirmentek framm an ion nitrat.
Patrom bouloù ha bazhigoù framm an ion nitrat.
Liveoù nitrat war-c'horre ar meurvorioù
Mammenn: World Ocean Atlas

An nitrat, hag a oa anvet gwechall-gozh an nitr, hag a oa alies heñvelster da "holen-moger" a zo holenoù an drenkenn nitrek. Formulenn gimiek an ion nitrat a zo NO3-.

Nitrat en dour a zo ur merk eus ar saotradur gant al labour-douar (ludu), ar c'hêrioù (gwall mont-en-dro rouedadoù yac'haat) pe greanterezh. En Europa, ar "Sturiad Nitrat" a zo he fal digreskiñ ar saotradur-mañ.

E kalz a vroioù e rank an dourioù gouestlet da vezañ evet gant an den doujañ ouzh liveoù harz (da skouer 50mg/l e Bro-C'hall pe Europa) evit bezañ graet dour-evadus anezho. ABY a ali chom hep mont en tu-hont da 25mg/l.

Arabat kemmeskañ nitrat gant nitrit NO2- holenoù an trenkenn nitrus hag a zo disoc'h reduktadur an nitrat gant bakteri a zere.

Nitrat potasiom (holen-moger) zo implijet er poultr du.
Nitrat sodiom (holen-moger Chile) ha Nitrat amoniom zo implijet e temzoù zo.
Nitrat amoniom mesket gant mazout a ya d'ober un danvez-tarzh galloudus met stabil hag a rank bezañ antellet evit tarzhañ.

Saotradur an dour gant an nitrat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nitrat hag eutrofeladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ma oa bet diskouezet splann (Lenn València da skouer) eo ar fosfat an oberer pennañ evit eutrofelaat an dourioù dous war hir dermen. An nitrat eo an eil oberer pouezus hag a zegouezh a-gevret alies en dourioù dous pe holenet sac'het pe nebeut adnevezet.