Interamant

Eus Wikipedia

Interamantoù en ilizoù e Breizh-Izel a-hed 17vet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Boazet e veze ar Vretoned da interiñ o zud marv en ilizoù.

An doare-ober-mañ a zeu da vezañ ledet war-dro dibenn ar Grennamzer hag en e varr eo a-hed ar 16vet/17vet kantved. Gwir eo e Breizh-Izel war ar maez ha dreist-holl e Bro-Dreger. En holl weleadoù sokial e vez stag ar familhoù ouzh ar c’hustum-mañ. Nebeutoc’h e koust ur bez e-barzh an iliz eget er vered ; bezañ e-kichen ar Sant pe e releg eo ur gwarez evit an anaon.

Met a-benn ar 17vet kantved e klemm ar bersoned eus c’hwezhennoù fall, eus kouezhadennoù posupl evit ar feizidi abalamour da meinadurioù distoket. Disklêriañ a reont ez eus re a vezioù e-barzh ilizoù alies re enk. Neuze e voe savet karnelioù er porzh-bered : ar relegoù bet dalc’het er bezioù e-barzh ilizoù a voe dilec’hiet di. Pa voe leun ar garnel e voe degaset ar relegoù a chome e poull ar vered. Met an hengoun a chomas : ar boblañs a badas interiñ o zud marv hervez ar voaz.

Evit-se eo nec’het ar Parlamant Breizh adal d’ar 19 a viz Eost 1689 : “Kalz a feizidi a fell dezho bezañ interet e-barzh ilizoù. E-lec’h derc’hel a ratre ha kinklañ ar re-mañ e louz feizidi an ilizoù hag a zismantr ar meinadur ivez abalamour ma vez lakaet hag adlakaet alies ; ker-fall eo da zresañ hemañ…”

E 1710 e c’hourc’hemenn Eskopti Kemper : “Fellout a ra deomp ma vo grataet ar sebeliadurioù er veredoù evit ur bennozh Doue, hervez barnadennoù Parlamant, ha difenn a reomp da gement person pe veleg zo interiñ hiniennoù en ilizoù nemet re gant o « enfeu » enno ”.

Parlamant Breizh ac’h arbouez ar riskl eus skignerezh kleñvedoù-spegus ; ar varnadenn d’ar 16 a viz Eost 1719 a gasas d’he heul ul lusk mougadur gwir hag a disoc’has gant steuziadur an doare-ober-mañ.

D’ar 10 a viz Meurzh 1776 ur varnadenn roueel (interamantoù en ilizoù, chapelioù ha beredoù) a ziluzio ar gudenn da vat, evit ar rouantelezh en he-fezh.

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]