Innsmouth

Eus Wikipedia

Innsmouth a zo ur gêr ijinet gant Howard Phillips Lovecraft. Sañset e vefe e kontelezh Essex (Massachusetts). E meur a zanevell skrivet gantañ e vez meneget.


Emañ ar meneg kentañ eus ar gêr-se e-barzh Cephalaïs (1920). Pizh eo taolennet ar gêr e-barzh The Shadow over Innsmouth, hag ul lodenn eus mojenn Cthulhu eo. Emañ ar gêr war an aod, berzh he deus graet en XIXvet kantved, met chomet eo hec’h ekonomiezh a-sav e penn-kentañ an XXvet kantved. Innsmouth zo ur gêr n’eus ket anezhi e gwirionez, ha koulskoude emañ etre div gêr all a zo anezho e gwirionez : Ipswich ha Newburyport.


Taolennadur ar gêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Innsmouth a zo bet savet e 1640 war aber ar stêr Manuxet. Er penn-kentañ e oa ar gêr-se ur santier sevel bagoù, goude-se eo deuet da vezañ ur gêr c’hreantel. Burzhudus eo an niver a besked a gaver en dourioù tro-dro da Innsmouth. Darn vrasañ annezidi Innsmouth o deus direizhderioù korf, hag abalamour da se ne zarempredont ket annezidi ar c’hêrioù tro-war-dro. Ar re n’int ket tizhet re o deus memestra daoulagad boullek a chom bepred digor, dic’hroñchek int, dezhe ur c'hroc’hen louet ha fin-tre, ha treid bras-kenañ. Ar re spontusañ a vez bac’het e tiez karterioù dilezet Innsmouth. En tiez-se e klever trouzioù spontus, met biskoazh ne weler gouloù enno.

Al lod brasañ eus annezidi Innsmouth zo diskennidi eus paradur tud eveldomp gant ur ouenn tud-pesked a vez o chom en donderioù hag a zo ivez heulierien eus Cthulhu. Tud kêr a zo azeulerien d'an doue Dagon. Seul vrasoc'h eo niver ar paradurioù e lignez un den, seul disneuz e ez, ar pezh a sikour anezhañ da vont e darempred gant ar re a zo chom en donderioù, hag eno e c’hell bevañ da viken.