Mont d’an endalc’had

Inizi Glorius

Eus Wikipedia
An Inizi Glorius : Grande Glorieuse en dorn kleiz, île du Lys en dorn dehoù
Traezheg e Grande Glorieuse
Lec'hiadur an Inizi Strewet e Meurvor Indez

An Inizi Glorius (Glorioso Islands e saozneg, îles Glorieuses e galleg) zo un enezeg didud, 7 km² he gorread, savet war un atoll e Meurvor Indez, etre Madagaskar hag an enezeg Komorez.

An enezeg zo div enezenn anezhi, ur gloued koural en dro dezho, ha teir roc'hell. Kelc'hiek eo enezenn Grande Glorieuse ha tric'hornek eo Enez al Lireu.

An teir roc'hell, anezho darnoù eus ar gouraleg, zo anvet Rochell ar Su, er su da Grande Glorieuse ; les Roches Vertes, etre Grande Glorieuse hag Enez al Lireu ; Enez ar C'hranked, a zo Wreck Rock, Karreg ar Peñseoù, war ar c'hartennoù saoznek.

En amzer an trevadennerezh gall e oa stag an inizi ouzh Madagaskar. E 1973 he deus goulennet Madagaskar e vefent daskoret dezhi, en aner. E 2021 eo bet ar prezidant gall Emmanuel Macron o teurel e droad eno[1].

  1. (fr) RFI