Inis Uí Drisceoil
Neuz
GPS : 51° 30′ 0″ N, 9° 25′ 48″ W |
---|
Inis Uí Drisceoil (Heir Island e saozneg) zo un enezenn war aod mervent kontelezh Corcaigh, en Iwerzhon. N'emañ ket pell diouzh Inis Arcáin.
A-raok an Naonegezh Vras, er bloavezhioù 1840, e oa annezet Inis Uí Drisceoil gant ouzhpenn 350 den. Bremañ n'eus nemet etre 25 ha 30 den a vez o vevañ eno a-hed ar bloaz, met e-pad an hañv e vez kalz muioc'h a dud, betek 150. Dont a ra gweladennerien da sellet ouzh an natur, ouzh an evned-mor dreist-holl.