Inis Ní

Eus Wikipedia
Inis Ní (e-kreiz ar skeudenn), gwelet eus menez Iorras Beag

Inis Ní (Inishnee e saozneg) zo un enezenn vihan en arvor kreisteiz Conamara, en Iwerzhon. Emañ nepell diouzh Cloch na Rón (Roundstone). Stag eo ouzh an douar-bras war-bouez ur chaoser. Un tour-tan zo war an enezenn. E 2011 e oa 43 den o vevañ enni.