Inis Faithlinn
Neuz
Inis Faithlinn (Innisfallen e saozneg[1]) zo un enezenn e Loch Léin, e kontelezh Ciarraí, e mervent Iwerzhon.
Eno emañ rivinoù abati Inis Faithlinn, unan eus abatioù pouezusañ deroù ar gristeniezh en Iwerzhon. Savet e voe e 640 gant sant Finian Lobhar ha menec'h a voe eno e-pad 950 vloaz.
Gant menec'h an abati e voe skrivet Annála Inis Faithlinn (Danevelloù Inis Faithlinn), ur gronikenn eus istor Iwerzhon er Grennamzer, skrivet en XIvet kantved moarvat ha miret bremañ en ul levraoueg en Oxford. E miz Eost 1594 e voe skarzhet ar venec'h eus an abati gant ar rouanez Elesbed Iañ.