Ingrid Bergman
Ganet e oa bet Ingrid Bergman d’an 29 a viz Eost 1915 e Stockholm, Sveden ha marvet d'an 29 a viz Eost 1982 e Londrez. Goude ar skol c'hoariva e c'hoarias en un daouzek film bennak e Sveden. Gant ar film Intermezzo e 1939 e krogas da vezañ anavezet. Met brudet e voe goude Casablanca e 1942 o c'hoari asambles gant Humphrey Bogart. E 1943 e voe anvet evit an Oscarioù gant ar film For Whom the Bell Tolls. Ar bloaz goude ez eas ar maout ganti gant Gaslight. Un eil Oscar he deus bet e 1956 gant ar film Anastasia hag un trede gant Murder on the Orient Express e 1975. C'hoariet he deus ivez e The Bells of St. Mary's e 1945, Joan of Arc e 1948...