Mont d’an endalc’had

Independence (Missouri)

Eus Wikipedia
Independence e kontelezh Jackson hag e Missouri.

Independence zo ur gêr e kontelezh Jackson, e kornôg stad Missouri, e Stadoù-Unanet Amerika. 121.629 a annezidi a oa e 2024[1].

Krouet eo bet anv Independence en ur mod ofisiel e 1827.

Daou emgann a c'hoarvezas eno da vare ar brezel diabarzh : en hini kentañ (11 a viz Eost 1862) e voe tapet ar gêr gant an arme gengevreet, hag en eil (miz Here 1864) e voe adtapet gant an Unaniezh.

Ul labouradeg munisionoù, anvet Lake City Arsenal da gentañ, a voe savet e Independence e 1941 gant an embregerezh Remington, he fal pourveziañ arme ar vro e-pad an Eil Brezel-bed[2]. Al Lake City Army Ammunition Plant a zo bremañ perc'hennet gant ar gouarnamant stadunanat, ha produiñ a ra munisionoù bihan o c'halibr evit an arme c'hoazh.

Stag eo istor Independence ouzh Harry S. Truman, 33de prezidant ar Stadoù-Unanet, bet desavet eno, hag e wreg Bess, ganet eno. Beziet-int o daou en Harry S. Truman Presidential Library and Museum, ur savadur hag a zo ul levraoueg hag ur mirdi prezidantel ivez[3].

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Kêr
Banniel Japan Japan Higashimurayama

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Independence city, Missouri, United States Census Bureau (lennet d'ar 04/02/2026)
  2. (en) About us, war RemArms.com (lennet d'ar 04/02/2026)
  3. (en) About the Library, Harry S. Truman Presidential Library and Museum (lennet d'ar 04/02/2026)