Mont d’an endalc’had

In Lebor Ogaim

Eus Wikipedia
(Adkaset eus In lebor ogaim)

In Lebor Ogaim (Levr an Ogamoù) a zo un destenn heniwerzhonek diwar-benn ar groaz-doue ogamek, da lavarout eo kroaz-doue kozh Bro-Iwerzhon.

Dastumet eo bet, war un dro gant an Auraicept na n-éces, e-barzh dornskrid al Leabhar Baile na Mhóta (Book of Ballymote, 1390) miret gant ar Royal Irish Academy, MS 23 P 12, folio 167 verso betek folio 180 recto.

Un dornskrid all a zo e-barzh National Library of Ireland MS G53 1-22, ha tammoù eus al levr er British Library, Add. 4783.

Da gentañ e kaver gerioù hag anvioù al lizherennoù ogamek. Da c'houde ez eus ul listenn eus ar seurtoù skriturioù "ogham" a veze implijet, zoken hini al Lec'hlenniz (Futhark, kroaz-doue runek), anvet ogam lochlannach ("ogam lec'hlennek").