In Lebor Ogaim
Neuz
In Lebor Ogaim (Levr an Ogamoù) a zo un destenn heniwerzhonek diwar-benn ar groaz-doue ogamek, da lavarout eo kroaz-doue kozh Bro-Iwerzhon.
Dastumet eo bet, war un dro gant an Auraicept na n-éces, e-barzh dornskrid al Leabhar Baile na Mhóta (Book of Ballymote, 1390) miret gant ar Royal Irish Academy, MS 23 P 12, folio 167 verso betek folio 180 recto.
Un dornskrid all a zo e-barzh National Library of Ireland MS G53 1-22, ha tammoù eus al levr er British Library, Add. 4783.
Endalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e kaver gerioù hag anvioù al lizherennoù ogamek. Da c'houde ez eus ul listenn eus ar seurtoù skriturioù "ogham" a veze implijet, zoken hini al Lec'hlenniz (Futhark, kroaz-doue runek), anvet ogam lochlannach ("ogam lec'hlennek").
Eien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- In Lebor Ogaim, RIA MS23 P12 (folio 167v da 180r) war (lec'hienn-genrouedad Meamram Páipéar Ríomhaire).
- Pennad «en:In Lebor Ogaim», Wikipedia e saozneg.
- George Calder, Auraicept na n-éces, the Scholar's Primer, John Grant, Dùn Èideann/Dinedin, 1917.