Implijer:Lise Diwan
Gwener |
1 |
a viz Du |
2024 |
Demat,
Kont Lise Diwan eo ar gont-mañ. Krouet eo bet gant Implijer:Y-M D hag Implijer:Lomigbad.
Krouet eo bet evit ur raktres a zo kinniget deoc'h amañ da heul.
Trugarez
Raktres Lise Diwan
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kenrener eus al Lise Diwan on (ma c'hont a zo Implijer:Lomigbad).
Degouezhet el Lise Diwan o deus an eilvedidi da sevel un teuliad e brezhoneg evit an ADED (Arnodenn Dibenn an Eil Derez). Kinniget em eus da skipailh al Lise e vefe savet ur pennad diwar-benn un dra hag a entan anezho ha kement-mañ a c'hellfe bezañ graet war Wiki. Ar pennadoù-se a vefe e stumm pennadoù wiki (ha n'eo ket e doare un teuliad) evit ma klotfe gant raktres an holloueziadur. Skoazellet a vefe al liseidi gant wikipedourien al Lise (implijerien anezho, Y-M-D en o zouez) ; war evezh-bras e vefemp evit ma ne vefe ket treuzimplijet ganto.
Graet e vefe war-dro ar pennadoù-se evel ar re all met goulenn a rafen diganeoc'h ouzhpennañ ur gerig evit displegañ ar c'hemmoù a rafec'h ; kement-mañ a servijo din evit priziañ anezho.
87 implijer ouzhpenn a vefe e-pad ur mare war anv Implijer:Lise Diwan ar pezh a rafe 87 pennad bras ha klok (normalamant), a rofe lorc'h enno, a c'hellfe lakaat entan enno da genderc'hel gant ar raktres ha da implijout muioc'h an danvez a zo enni...
Gortoz a ran ali implijerien Wiki.
--Lise Diwan 15 Kzu 2009 da 20:52 (UTC)
- Gallout a rit reiñ ho ali en davarn : [1]