Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 51 bloaz 2009

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

14/12/2009 — 20/12/2009

skrivañ un dra bennak er c'hentañ sizhun ha hanter-kant eus 2009 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Ehan[kemmañ ar vammenn]

Goude graet ar gont eus al labour hag eus an taolioù tapet en eskemm e kav din eo poent disterniañ. Bianchi-Bihan 14 Kzu 2009 da 06:03 (UTC)

Kalon vat dit, Neal (Kaozeal) 14 Kzu 2009 da 13:53 (UTC)

Raktres Lise Diwan[kemmañ ar vammenn]

Kenrener eus al Lise Diwan on (ma c'hont a zo Implijer:Lomigbad).
Degouezhet el Lise Diwan o deus an eilvedidi da sevel un teuliad e brezhoneg evit an ADED (Arnodenn Dibenn an Eil Derez). Kinniget em eus da skipailh al Lise e vefe savet ur pennad diwar-benn un dra hag a entan anezho ha kement-mañ a c'hellfe bezañ graet war Wiki. Ar pennadoù-se a vefe e stumm pennadoù wiki (ha pas doare un teuliad) evit ma klotfe gant ar raktres holloueziadur. Skoazellet a vefe al liseidi gant wikipedourien al Lise (implijerien anezho, Y-M-D en o zouez) ; war evezh-bras e vefemp evit ma ne vefe ket treuzimplijet ganto.
Graet e vefe war-dro ar pennadoù-se evel ar re all met goulenn a rafen diganeoc'h ouzhpennañ ur gerig evit displegañ ar c'hemmoù a rafec'h ; kement-mañ a servijo din evit priziañ anezho.
87 implijer ouzhpenn a vefe e-pad ur mare war anv Implijer:Lise Diwan ar pezh a rafe 87 pennad bras ha klok (normalamant), a rofe lorc'h enno, a c'hellfe lakaat entan enno da genderc'hel gant ar raktres ha da implijout muioc'h an danvez a zo enni... Gortoz a ran ali implijerien Wiki. --Lise Diwan 15 Kzu 2009 da 20:52 (UTC)

Mat-tre. A galon. Klaod Kadbzh 15 Kzu 2009 da 21:05 (UTC)
Ur mennozh mat eo. Ar memes tra a c'hellfe ober an Implijer:Lise Diwan (pe implijerien all ar wiki el lise) gant ar raktresoù TPE pe c'hoazh gant teuliadoù-skol (gant asant ar re o deus savet anezho evel-just) evit degas boued war wikipedia.--Gwendal 15 Kzu 2009 da 21:19 (UTC)
Me 'zo plijet bras gant an an degemer a vez graet d'ar raktres-se kaset Implijer:Lomigbad ha sikouret ganin. Plijus 'vefe kaout alioù all diwar-benn ar raktres. Evit ar pezh a denn d'an teuliadoù-skol emaon klask dastumm ar re a zo bet graet en Istor er bloaz-mañ. Evit an TPE n'int ket echu c'hoazh met pa 'vo ar mare e c'houlennin gant ar re e karg goulenn gant al liseidi kas an traoù din evit embann al labour bet graet ganto war hor wiki-ni. Menegiñ a rafen memestra ez eo kalz a labour lakaat tout-se war Wikipedia dre ma 'z eus ur sapre labour frammañ hag ebarzhiañ ar boued nevez-se er pennadoù a zo dija. Met klasket 'vo ganeomp ober hor seizh gwellañ. A galon --Y-M D 16 Kzu 2009 da 07:14 (UTC)
Ur mennozh mat eo ho kinnig.--Ex-Smith 16 Kzu 2009 da 10:14 (UTC)

Un ali[kemmañ ar vammenn]

An aesañ a vije chom hep lakaat netra er pennadoù kozh, evel-se ne vo ket ar sapre labour-se d'ober, n'eus nemet krouiñ pennadoù nevez. Ha difaziañ anezho a-raok, evel-se ne vo ket d'ober amañ ivez : mat e vije studiañ ar wikipedia: fazioù stankañ ivez e kentelioù brezhonek al lise. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2009 da 08:16 (UTC)

Trugarez deoc'h; heuliet e vo ho ali Implijer:Lomigbad
Zoken pa vez krouet ur pennad nevez e vez labour frammañ ivez. Me n'on ket direnket d'ober ar sapre labour-se, met amzer a gemer setu tout. Evit ar pezh a denn d'an difaziañ ne welan ket penaos ober, me a c'hell ober un tamm kempenn evit ar fazioù anatañ, met n'am eus ket ul live direbech. Ha ne vo denn a-du da reiñ kement a amzer a vefe ezhomm evit reizhañ. Evel-just e vo meneget ar bajenn wikipedia: fazioù stankañ d'al liseidi pa labourint amañ, kelaouiñ a rin ivez ar gelennerien. A galon --Y-M D 16 Kzu 2009 da 11:59 (UTC)