Imogen Hassall
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask

Imogen Hassall e 1976
Imogen Hassall (1942-1980) a oa un aktourez saoz. Aktourez er c'hoariva e voe etre 1958 ha 1964, a-raok c'hoari e 33 film evit ar sinema hag ar skinwel etre 1965 ha 1970. E 1968, etre he fevare ha pempvet filmoù, e tistroas d'ar c'hoariva.
Mignonez e oa d'an aktourez Suzanna Leigh. En em lazhañ a reas dre lonkañ kachedoù, e karter Wimbledon, e Londrez, pa oa 38 vloaz.