Mont d’an endalc’had

Iliz an Adsav

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Iliz ar Bez Santel)
Iliz an Adsav
grave
Iskevrennad eusBez Kemmañ
StadStad Palestina Kemmañ
E tiriadJeruzalem Kemmañ
Lec'hBez Santel Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°46′42″N 35°13′47″E Kemmañ
ContainsJezuz-Krist Kemmañ
Map
Bez Santel (bez Jezuz-Krist)
(e kreiz iliz an Adsav)
An nor da antreal en iliz an Adsav.

Iliz an Adsav, pe iliz ar Bez Santel zo an iliz savet e Jeruzalem el lec’h ma oa bet staget Jezuz a Nazaret ouzh ar groaz, lakaet en ur bez (serret gant ur mên a ranker ruilhañ), hag adsavet da vev.

Hervez an Aviel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ul liorzh emañ ar bez : « El lec'h ma oa bet staget Jezuz ouzh ar groaz e oa ul liorzh, hag el liorzh-se ur bez nevez ne oa bet lakaet den ebed ennañ c'hoaz » (Yann 19, 41).

Ar bez a oa da Jozef a Arimati ha toullet er roc'h : « ... un den pinvidig euz Arimati, anvet Jozef, eñ ivez diskibl da Jezuz... Lakaat a reas anezañ (Jezuz) en e vez nevez-flamm en doa graet toullañ evitañ e-unan » (Mazhev 27, 57.61).

Ur bank a zo en tu dehou e diabarzh ar bez : « En ur vont er bez e welont, azezet en tu dehou, un den yaouank gwisket e gwenn... » (Mark 16,5).

Serret eo gant eur mên a ranker ruilhañ : « Ruilh a reas ur mên braz dirak dor ar bez » (Mazhev 27,60).

Istor Bez Santel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E amzer Herodez Antipas ur vengleuz dilezet oa deuet da vezañ ul liorzh ; chom a rae ur piltos e kreiz, dezhañ 11 metrad a uhelder, anvet “ar glopenn”, e hebraeg “golgota”. War kostezioù ar vengleuz e oa bet toullet bezioù, da skouer hini Jozef a Arimati.

Hervez lezennoù ar Juzevien, n'edod ket aotreet da gaout bezioù e diabarzh kêr ; bez Jezuz a oa eta e diavêz kêr. Azaleg ar bloavezh 42 eo ec'h en em gavo ar Golgota e diabarzh ar ramparz pa vezo graet ramparzioù nevez gant Agrippa 1 (41-44) da greski kêr Jeruzalem.

E 132, Hadrian a zifontas Jeruzalem da zevel kêr Aelia Capitola. Al lec'h a zeuas da vezañ ur forum hag e oe savet eno un templ en enor da Venus.

E 325, an eskob Makaire a reas furchadennoù hag a adkavas bez Jezuz.

E 335 e oe savet ha benniget iliz vraz amzer Kustentin Veur gant an anastasis (Bez santel) hag ar martyrium (chapel ar groaz).

E 614 e oe devet pep tra gant ar Bersed, Chosroès II. E 630 e oe adsavet an anastasis. E 967 hag e 1009 e oe devet ha distrujet pep tra gant ar Vuzulmaned. E 1149 e oe echuet ha sakret iliz ar Groazidi a zo hiziv c'hoazh en he zav[1].