Mont d’an endalc’had

Ijinour-ar-son

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ijinour son)
Un ijinour-ar-son o labourat

Un ijinour-ar-son, pe sonijinour, pe klevijinour, pe aodio ijinour, a zo un den hag a ra war-dro sonioù ha trouzioù en abadennoù a bep seurt, c'hoariva, filmoù hag all. Sed ur vicher hag a servij da veur a dra, hag a c'haller ober goude 5 bloavezh studi war-lerc'h ar vachelouriezh.

Implijet e vez gant un ijinour son mekanikoù niverel pe analogel.

Labour un Ijinour son

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un ijinour son a servij da vestroniañ sonerezh (mastering) pe da enrollañ abadennoù pe da veskañ sonerezhioù zo.

E-barzh bed ar filmoù ez eus meur a ijinour son o labourat, bez' emañ :

Pennrener ar sonerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezhañ eo d'ober war-dro kement a zo tro-dro d'ar son pe d'ar sonerezh en ur film.

Un ijinour son en devez da labourat un tamm e pep lec'h. Gallout a ra labourat war lec'hioù filmoù pe c'hoazh e-barzh ur stal.

An ijinourien son a c'hell bezañ barrek war stummoù sonerezh disheñvel (Jazz, Rock, sonerezh klasel).

Er skingomz, e c'hell un ijinour son labourat diwar-benn an enrolladennoù pe c'hoazh ar cheñchamantoù programmoù... Tu zo ivez dezhañ ober traoù all evel labourat diwar-benn ur programm bennak.

Tost heñvel eo labour un ijinour son er skingomz ouzh labour un ijinour son er skinwel.

Dezhañ eo da zasparzh ar son e-pad ur sonadeg. Labourat a ra gant an nebeutañ a efedoù, siwazh implijet e vez efedoù a-wechoù e-barzh abadennoù brudet-kenañ evel Eurovision, ur sonadeg gant Johnny Halliday... Met gant an darn vuiañ eus an arzourien hag ar selaouerien e vez degemeret fall an dra-se.

Labour un ijinour e-barzh ur c'hoariva a zo ar muiañ a wech ar cheñchamant sonerezh e-pad ur c'houlz amzer berr. Tu zo ivez dezhañ enrollañ son an abadennoù pe lakaat efedoù d'an dud pa vez ur c'hoarigan.

Studioù evit bezañ ijinour son

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket ret kaout un diplom evit ober ar vicher-mañ met unan a c'haller kaout goude 5 bloavezh studi war-lerc'h ar vachelouriezh. Pa vez graet ar studioù-se e vez muioc'h a chañsoù da gaout ul labour ijinour-son er skinwel, skingomz, pe evit ar filmoù hag ar sinema.

Lec'hioù studi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • ESRA e Pariz, Nisa, Roazhon
  • Cifacom e montreuil
  • CNC-Centre national de la cinématographie e Pariz [[1]]
  • CNT- Centre national du théâtre, département documentation-information. 6 rue Braque, 75003 Paris. Plgz. 01 44 61 84 85 [[2]]

Kleñvedoù micherel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezañ kustum da glevout un niver uhel a zesibeloù a c'hall degas:

Gallout a ra un ijinour son bezañ paeet eus ar SMIC (gopr izelañ aotreet) en ur stal vihan betek 10 000€ hag ouzhpenn pa vez ret ober war-dro ur bladenn pe ur film brudet.