Igor Antón

Eus Wikipedia

Igor Antón, ganet d'an 2 a viz Meurzh 1983 e Galdakao (Bizkaia, Euskal Herria), zo ur marc'hhouarner euskarat. Stummet eo bet en e vro gant skipailh Orbea-Olarra a-raok dont da vezañ marc'hhouarner a-vicher evit skipailh Euskaltel-Euskadi. Antón, a vez lesanvet Fuji, en deus gounezet tennadoù menezek war hentoù Tro Spagn (2006, 2010), Tro Romandie (2007, 2010), Tro Suis (2008) ha Tro Kastilha ha León (2010).

Skipailh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2005-2011. Euskaltel-Euskadi