Ignacio Piñeiro
Ignacio Piñeiro zo ur soner kuban, a oa ganet d'an 21 a viz Mae 1888 e La Habana, kêr-benn ar vro, ha marvet eno e 1969. Unan eus brudetañ sonaozourien Cuba eo. 327 kanaouenn a vije bet savet gantañ[1]. Mar deo brudet evel sonero, e oa kroget evel rumbero.
Stag eo e anv ouzh hini al laz Septeto Nacional.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asturian e oa e dad, morianez e vamm. E vugaleaj a dremenas e karter Pueblo Nuevo, ma voe skoliet ha ma kemeras perzh e lazoù bugale.
Pa oa yaouank e La Habana e kemeras perzh e lazoù evel Los Roncos ha Timbre de Oro. E 1926 edo o son er Sexteto Occidente renet gant María Teresa Vera, ha ganto e oa aet da New York.
Pa zistroas da Guba e 1927 e krouas ar Sexteto Nacional, pe El Sexteto Nacional de Ignacio Piñeiro en e hed, a zeuas buan da vout ar Septeto Nacional pa gemeras un trompilher er strollad. Dre e anv e tiskoueze e oa ennañ sonerien a bevar c'horn ar vro, pa ne oa nemet eus ar Gêr-benn er Sexteto Habanero, savet daou vloaz a-raok. Brudet e oa al laz abalamour da sonioù nevez Ignacio ha da ampartiz ar sonerien.
En 1928, bloaz goude savet, e troas al laz-c'hwec'h da laz-seizh, gant un trompilher ouzhpenn, hag e hanter 1929 ez eas da Sevilla d'an Exposicion Iberoaméricana. E-pad an dreizhadenn e varvas kaner ar Septeto, José Cheo Jimenez, ha taolet e voe e gorf er mor. Tri miz e chomas e Spagn, d'ober pladennoù ha sonadegoù a bep seurt.
Kuitaat al laz a reas Ignacio en 1935, abalamour d'an arc'hant, a-hervez, hag an trompilher Lazaro Herrera a gemeras war e lerc'h betek 1937, pa voe divodet.
Goude-se e renas al laz Los Roncos, a rae rumba, ha skrivañ a reas evito kalzig[2].
Adalek 1954 e voe adsavet meur a wech gant Ignacio a chomas e penn betek e varv e 1969.
Roet eo bet e anv d'ar Centro Promotor de la Música Tradicional "Ignacio Piñeiro", savet en 1978, evit diorren ar sonerezh.
Un toulladig eus oberennoù Ignacio Pineiro.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Esas no son cubanas
- Mentira
- Bardo
- No jueges con los santos.
- Las cuatro palomas.
- Noche de conga.
- Coco mai mai.
- Suavecito
- Echale salsita, skrivet e 1930, en tren da vont da Chicago. Tud zo a wel aze orin ar ger "salsa", ur ger boutin a-hend-all, met dizemglev zo; adkemeret eo bet an diskan gant George Gershwin e-barzh e Cuban overture e 1932.
- Lindo Yambu
- El Son hay que llevarlo en el corazón
- Asturias, patria querida.
Kan broadel Asturiez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gantañ eo bet savet Asturias, patria querida, kan broadel Asturiez, savet en enor d'e dad, un Asturian anezhañ, a oa distroet da Asturiez da vervel. Hervez tud zo e vije heñvelik an ton ouzh hini ur ganaouenn kanaet gant mengleuzerien bolonat pa'z aent d'o devezh, e mengleuzioù Cuencas Mineras e Caudal hag e Mieres e deroù an XXvet kantved.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diwar-benn Ignacio Piñeirio : [ https://www.youtube.com/watch?v=5m822oJalWQ]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad diwar e benn e La Jiribilla : http://www.lajiribilla.cu/articulo/pineiro-nacional.