Mont d’an endalc’had

Septeto Habanero

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sexteto Habanero)
Ar Sexteto Habanero
Ar Septeto Habanero e 1925

Ar Sexteto Habanero, anvet diwezhatoc'h Septeto Habanero, a oa ul laz sonerien savet e La Habana, Kuba, e 1920.

Savet e oa bet al laz Cuarteto Oriental (diwar anv "Proviñs Oriente", e reter-pellañ an enez), e 1918 e La Habana gant Ricardo Martinez, genidik eus Santiago de Cuba en Oriente. Pa guitaas al laz pevar e teuas da laz c'hwec'h, hag ar c'hwec'h-se a oa holl eus La Habana, setu ma oa naturel dezho ar c'hemm. Abaoe eo deuet da vout ur seurt monumant broadel.

En deroù e oa ar c'hwec'h soner-mañ :

  • Felipe Neri Cabrera Urrutia (1876-1936), kan ha maracas, a savas Las Maracas, Nieve de mi vida, hag e bried Juana Gonzalez, a savas Loma de Belen ;
  • Gerardo Martinez Rivero, kan ha gourbiolin, lesanvet « El Principe » dre ma veze stipet dalc'hmat, a savas Coralia, Elena la Cumbanchera (kanet gant tud a-leizh, evel al laz Sierra Maestra), Diana Habanera, El Florero hag un toullad re all ;
  • Carlos Godinez (Casablanca 1886-1952 Marianao), a gemeras lec'h Ricardo Martinez da seniñ « tres », ar gitar kuban teirc'hordennek, a savas Tribilin Cantore, Mujeres que gozan ;
  • Guillermo Castillo Garcia (1880-1949), gitarour, a savas Tres Lindas Cubanas ; mervel a reas en dienez ;
  • Antonio Bacallao, soner « botija » ;
  • Oscar Sotolongo, soner bongos, a lezas e lec'h gant Agustin Gutierrez adal 1925.

Kemmoù a voe adal 1925 :

  • Jose « Cheo » Jimenez (Cienfuegos 1910-1929), kaner ; mervel trumm a reas war al lestr a gase al laz da Europa da seniñ e foar Sevilla, ha taolet e voe e gorf er mor ;
  • Abelardo Barroso Dargelez (1905-1972) a erruas e 1925, ha bloaz goude ez eas kuit da ganañ gant ar Sexteto Boloña ; e 1927 e teuas en-dro; e 1928 ez eas kuit adarre gant Sexteto Nacional Ignacio Piñeiro, ma laoskas e lec'h e 1929 (ur pennadig berr) gant Jose « Cheo » Jimenez ;
  • Agustin Gutierrez, kensaver Ahora si, paotr ar bongos ;
  • José Maria Incharte, lesanvet « El Chino » ;
  • Miguel Garcia Morales (1902-1993), kensaver Ahora si, adal 1930 ;
  • Abelardo Barroso, kan ha claves ;
  • Rafael « El Piche » Hernandez, kan ha claves, e 1926 ;
  • Andrés Sotolongo gant ar bongos e 1930 ;
  • José Interian, trompilher adal 1930.

Kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dreist-holl oberennoù klasel ar "son kuban" : re Ernesto Lecuona, Eliseo Grenet, Ignacio Piñeiro, Miguel Matamoros.

E 1924 e voe dilezet ar botija d'ober gant ar gourrebed. En 1927 e teuas da vout Septeto pa zeuas ar c'hentañ trompilher. En 1952 e teuas div drompilh all, piano ha tumbadora, ma teuas da vout Conjuto Tipico Habanero. Goude e tistroas da seizh soner.

  • Maldita Timidez eo a voe kentañ enrolladur ar Septeto e 1925.