If You Want to Sing Out, Sing Out

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Cat Stevens, luc'hskeudennet er skinwel en Izelvroioù e miz Mae 1967.

If You Want to Sing Out, Sing Out (Mar fell dit kanañ kreñv, kan kreñv) a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer breizhveuriat Cat Stevens[1].

Lod eo eus ar c'hanaouennoù a glever a-hed Harold and Maude, ar film sevenet e 1971 gant Hal Ashby (1929-1988). Dibabet e voe gantañ da bennsonenn ar film brudet-se, kanet meur a wech gant C. Stevens koulz ha gant an tudennoù pennañ anezhañ : Marjorie "Maude" Chardin (Ruth Gordon) ha Harold Parker Chasen (Bud Cort)
An holl anezhe — Don't Be Shy, On the Road to Find Out, I Wish, I Wish, Miles from Nowhere, Tea for the Tillerman, I Think I See the Light, Where Do the Children Play?, If You Want to Sing Out, Sing Out ha Trouble — a oa bet krouet d'ar c'houlz ma veze Stevens oc'h ober war-dro Tea for the Tillerman, e bevarvet albom studio[2].

Ne voe ket embannet ar ganaouenn a-raok 1984 pa zeuas e-maez an albom Footsteps In The Dark - Greatest Hits Volume Two[3]. E 2007 an hini eo e voe embannet ar bladenn o telc'her sonerezh orin Harold and Maude[4].

Selaou If You Want to Sing Out, Sing Out ha lenn ar gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]